Mailo Junior

Ar reizhiad postel nemetañ evit ar vugale

Gant Mailoe c'hall ho pugale kaout ur chomlec'h postel en ur reizhiad posteloù a glot gant o oad hag a zo sur da 100% :

  • deskadurezh
  • dudi
  • sur

N'eus reizhiad postel ebet all a ginnig ur servij evel-se d'ar vugale.

Digor d'an holl eo ar servij-mañ : gallout a rit implijout anezhañ memes ma n'hoc'h eus ket ur chomlec'h Mailo hoc'h-unan.

Diogelroez uhelañ

  • Ne vo eskemmet posteloù gant ho pugel nemet gant ar c'hevredidi hoc'h eus degemeret.
  • Evezhiañ a rit levr chomlec'hioù ho pugel diwar ho chomlec'h postel bremañ.

Mailo a ya gant ar vugale en o dizoloadenn eus ar posteloù

C'hwi hag ho pugel a reol asambles tizh ar cheñchamant :

  • oad 6-9 : deskadurezh ha sur eo an etrefas mini
  • oad 10-14 : pinvidikoc'h eo an etrefas yaouankidi, met gwarezet eo c'hoazh

Pa vo divizet ganeoc'h e c'hallo ho pugel implijout an etrefas skoueriek Mailo en ur virout ar memes chomlec'h postel.

An arload hezoug Mailo Junior

Mailo Junior a c'haller kaout war ar Genrouedad, met ivez evel un arload hezoug evit Android war Google Play ha war an arload OSi Stokañ.