Rannadurioù

Gallout a rit rannañ ho roadennoù gant tud all, memes ma ne implijont ket Mailo.

Daou seurt gwirioù mont e-barzh a c'haller kaout :

  • lenn hepken : an dud a rannit ar roadennoù ganto a c'hall o lenn, ha dreist-holl o eilañ
  • lenn ha skrivañ | : an dud a rannit ar roadennoù ganto a c'hall o lenn, met ivez ouzhpennañ pe lemel restroù

Meur a seurt lodennoù a c'haller kaout :

  • Ur rannañ dre chomlec'h postel a aotre ac'hanoc'h da gaout ho roadennoù en un doare sur.
    Kaset e vez ur postel personel da bep chomlec'h a lakait :
    • Ar reseverien a implij dija Mailo a gavo ho roadennoù war-eeun en o c'hont.
    • Ar re all a c'hallo en em enskrivañ war Mailo gant o chomlec'h postel bremanel.
  • Ur rannañ dre liamm a aotre ac'hanoc'h da grouiñ ul liamm moned buan d'ho roadennoù.
    An holl re o deus al liamm-mañ a c'hallo mont e darempred gant ho roadennoù rannet.
    Gallout a rit treuzkas al liamm-mañ e kement doare a fell deoc'h.
  • Ur rannañ gant un esaouenn a aotre ac'hanoc'h da rannañ ho roadennoù gant holl izili un esaouenn Mailo ma perc'hennit.
    Gallout a reont mont d'ho roadennoù war-eeun en o c'hont Mailo.
    An izili nevez ouzhpennet d'an esaouenn-mañ a c'hallo mont e darempred gant ho roadennoù ent emgefre ivez, pa ne c'hallo ket an dud a guita an esaouenn-mañ mont e darempred ganto ken.

Ar roadennoù rannet a c'haller tizhout dre ar postel web ha dre ar c'homenadoù sinkronelaat kinniget gant Mailo.