Premium+ kinnigoùAr c'hinnigoù Premium+ a ginnig deoc'h holl vadoù Mailo Premium gant muioc'h a c'halloud c'hoazh. Un esaouenn stokañ hepken hoc'h eus hag a vez rannet etre ho posteloù hag ho pladenn virtuel hervez ho ezhommoù. Gallout a rit implijout ar pakad burevioù OnlyOffice ivez, a aotre ac'hanoc'h da gemmañ ho teulioù enlinenn.
Gallout a ra ar c'hinnigoù-mañ bezañ gweredekaet evit 1 betek 5 bloaz. Da bep mare ha hep koust ebet, gallout a rit cheñch ho kinnig ha tremen etre ar c'hinnig Premium hag ar c'hinnig Premium+. Adkontet e vez an deiziad talvoudegezh ent emgefre. |