Etrefasoù deskadurezh ha dudi
Gant Mailo e c'hall ho pugel dizoleiñ aes ar posteloù, a-drugarez da zaou etrefas a glot gant e oad :
- Erbedet eo an etrefas Mini evit ar vugale etre 6 ha 9 vloaz. N'eus bet miret nemet perzhioù pennañ ar reizhiad posteloù. Ha pa ne c'hell ket lenn mat c'hoazh, n'eo ket kollet ho pugel ha gallout a ra kas ha resev posteloù aes a-drugarez d'un etrefas grafikel ha reizh.
- Erbedet eo an etrefas Yaouankidi evit ar vugale etre 10 ha 14 vloaz. Muioc'h a arc'hwelioù zo ennañ hag enni ez eus da skouer un deiziataer hag ur bladenn virtuel ouzhpenn ar posteloù.
An daou etrefas-se a zo gant meur a batrom ha liv a c'hall ho pugel dibab ha kemmañ diouzh e youl.
Pa vo divizet ganeoc'h e c'hallo ho pugel implijout an etrefas skoueriek Mailo en ur virout ar memes chomlec'h postel.