Mailo a sikour ac'hanoc'h da gemmañ ho chomlec'h postel en un doare aes, hep riskl ha hep koll roadennoù ebet.
1 – Mirout ho roadennoù personel
- Mailo a ra war-dro treuzkas emgefre an holl bosteloù hag an teuliadoù en ho kont postel kent, hag o lakaat en ho kont Mailo.
- Gant Mailo e c'haller mirout ho teuliad chomlec'hioù hag ho deiziataer ivez. Hervez ho servij postel kent e c'hall Mailo treuzkas anezho ent emgefre pe reiñ titouroù resis deoc'h evit sikour ac'hanoc'h da dreuzkas anezho.
2 – Resev c'hoazh posteloù kaset d'ho chomlec'h kent
- Evit ma ne vo ket kollet kemennadenn ebet ganeoc'h, Mailo a ra war-dro ma vo resevet en ho poest-postel Mailo an holl bosteloù a vo, en amzer da zont, resevet c'hoazh gant ho chomlec'h postel kent.
- Gant Mailoe vo resevet ganeoc'h er memes boest-posteloù kaset d'ho chomlec'h kent pe d'an hini nevez.
3 – Lakait ho kemennerien da c'houzout diwar-benn ho cheñchamant chomlec'h postel
- Kerkent ha ma vo bet krouet ho kont Mailo e c'hallit implijout an ostilh Mailo a c'haller kaout evit skignañ ho chomlec'h postel nevez d'an holl zarempredoù a zo en ho teuliad chomlec'hioù.
Evit implijout an ostilh Mailo evit cheñch ho chomlec'h postel eo ret deoc'h kaout ur gont Mailo.
M'hoc'h eus ur gont Mailo dija :
Kennaskañ, ha dibab "Treuzkas kontoù diavaez" el lañser Dibarzhioù
Ma n'hoc'h eus ket ur gont Mailo :
Krouit unan evit treuzkas ar roadennoù eus ho kont postel.