Mailo Edu

Mailo en deus savet ar servij postel kentañ evit ar skolioù.

Ar pal eo deskiñ teoriennoù ha pratikoù d'ar skolidi diwar-benn Internet dre vras ​​hag ar postel dreist-holl.

Gant Mailo Edu e c'hallit krouiñ ur reizhiad posteloù klok evit ho skol.

E pep klas e c'hall ar gelennerien lakaat ar skolidi da zizoloiñ ar posteloù en un endro dudi, deskadurezh ha sur.

Postel evit ho skol

  • Gallout a ra ho posteloù web bezañ personelaet gant ho logo, ho livioù hag ho pajenn mont e-barzh.
  • Pep kelenner ha pep skoliad en ho skol a c'hell kaout e gont Mailo.
  • Gallout a rit krouiñ kement a rummadoù a fell deoc'h.
  • Un teuliad skolioù a gaver, hag ivez un teuliad evit pep klas.
  • Gwarezet eo ar c'hontoù evit ar vugale.
  • Bep bloaz, lakait ar vugale en o c'hlasoù nevez, dindan karg o c'helennerien.
  • Ur wech kuitaet ar skol gant ar vugale, fiziit merañ o c'hontoù en o zud, evit ma c'hellfent kenderc'hel da implijout o chomlec'h postel Mailo.

Diogelroez ar vugale |
  • N’hall ar skolidi nemet eskemm posteloù etrezo, gant o c’helennerien ha gant darempredoù kadarnaet en o c’haier chomlec’hioù.
  • Pa ouzhpenn ur skoliad un darempred en e levr chomlec'hioù e resev ar c'helenner ur goulenn kadarnaat.
  • Ar c'hemennadennoù kaset d'ur skoliad eus chomlec'hioù all a vez adkaset ent emgefre d'ar skolaer.

Un anv domani evit ho skol

  • Personelait chomlec'hioù postel ar gelennerien en ur brenañ anv domani ho skol.
  • Implijout chomlec’hioù postel Mailo evit ar skolidi, evit ma c’hellfent kenderc’hel d’o implijout zoken goude bezañ aet kuit eus ar skol.

Ul lec'hienn evit ho skol

  • Savit ho lec'hienn gant an ostilhoù digoust gwellañ a c'haller kaout.
  • Implijit an anv domani prenet war Mailo.