Albomoù luc'hskeudennoù

Mailo a aotre ac'hanoc'h da enrollañ ha da aozañ ho luc'hskeudennoù war ho pladenn virtuel.

Gellet a rit :

  • strollañ ho luc'hskeudennoù e-barzh albomoù
  • reiñ un deskrivadur da bep pladenn
  • reiñ un istitl d'ho luc'hskeudennoù

Diskouezet e vez al luc'hskeudennoù e pep albom evel skeudennoù bihan, ar pezh a aesa deoc'h tizhout ul luc'hskeudenn resis. Ur gliser zoumañ a aotre ac'hanoc'h da gemmañ ment ar skeudennoù-mañ evel ma fell deoc'h.

Gallout a rit gwelet an holl luc'hskeudennoù en ur bladenn evel un diaporama. Diskouezet e vezont neuze e ment leun e prenestr ho merdeer ha riklañ a reont ent emgefre. Gant ar boutonoù kontrollañ e c'hallit cheñch tizh ar riklañ pe paouez da riklañ, ma fell deoc'h kontrolliñ an diaporama dre zorn.

Gallout a rit rannañ ho pladennoù luc'hskeudennoù gant mignoned.

Dre ma'z eo an albomoù luc'hskeudennoù ul lodenn eus ho pladenn wirvoudel, e c'hallit mont betek enno ivez e WebDAV FTP.