WebDAV zo ur c'homenad rouedad a aotre treuzkas ha merañ restroù dre Internet.
Mailo a skor ar c'homenad WebDAV. Gant-se e c'hallit mont war ho pladenn virtuel Mailo ha merañ ho teulioù diwar n'eus forzh peseurt termenell a skor WebDAV.
Gallout a rit mont d'ho pladenn virtuel Mailo dre WebDAV dre unan eus an doareoù-mañ :
- gant ur c'hlient WebDAV (evel CyberDuck) ;
- gant merour restroù hoc'h urzhiataer.
Ar bajenn Sinkronelaat a c'haller tizhout dre al lañser
Dibarzhioù a ziskouez ar baramezioù kennask resis a ranker implijout.