Mailo en deus savet ar servij postel kentañ evit ar skolioù.
Ar pal eo deskiñ teoriennoù ha pratikoù d'ar skolidi diwar-benn Internet dre vras hag ar postel dreist-holl.
Gant Mailo Edu e c'hallit krouiñ ur reizhiad posteloù klok evit ho skol.
Evit krouiñ un esaouenn frank Mailo
- Ret eo deoc'h kaout ur gont Mailo.
- En ho kont Mailo, diuzit "Mailo esaouennoù" el lañser.
- Krouiñ un esaouenn Mailo.
Krouiñ kontoù evit ar skolidi hag ar gelennerien
Gant an etrefas Mailo Edu e c'hallit krouiñ kement a gontoù ho peus ezhomm.
Dibab an etrefas evit ar skolidi :
- Erbedet eo an etrefas Mini evit ar vugale etre 6 ha 9 vloaz. N'eus bet miret nemet perzhioù pennañ ar reizhiad posteloù. Ha pa ne c'hellont ket lenn mat c'hoazh, n'emaint ket kollet ar vugale ha gallout a reont kas ha resev posteloù aes a-drugarez d'un etrefas grafikel ha reizh.
- Erbedet eo an etrefas Yaouankidi evit ar vugale etre 10 ha 14 vloaz. Muioc'h a arc'hwelioù zo ennañ hag enni ez eus da skouer un deiziataer hag ur bladenn virtuel ouzhpenn ar posteloù.
Dizoloadenn an Internet hag ar postel |