Ar sinedoù a aotre ac'hanoc'h da virout chomlec'hioù lec'hiennoù talvoudus. Gallout a rit mont betek enno diwar ne vern peseurt urzhiataer ha merdeer a implijit evit kevreañ ouzh ho kont Mailo.
Ouzhpenn ar chomlec'h (URL), e c'hallit reiñ un anv hag un deskrivadur d'ar sinedoù. Ar sinedoù a zivizit evel ar re wellañ a vez diskouezet e lizherennoù tev evit ma c'hallit o merzout aesoc'h.
Gallout a rit ivez diskouez ho sinedoù war ho taol-stur evit ma c'hallit tizhout anezho aesoc'h.