Taolenn-stur

Gant an daolenn-stur e c'hallit gwelet war un dro an titouroù diwar-benn ho kont Mailo : kemennadoù diwezhañ resevet, darvoudoù an deiziadur da zont, notennoù pe roll an trevelloù. Ar bajenn degemer dre ziouer eo ha mont a reer war ho urzhiataer a-drugarez d'an arlun   el lañser arloadoù.

Gallout a rit personelaat ar panell-stur hag e bloc'hoù, anvet widgetoù.

  • Evit dilec'hiañ ur widget, klikit war e varrenn titl, dilec'hiañ ar widget gant al logodenn ha leuskel anezhañ el lec'h a fell deoc'h.
  • Evit lemel pe vihanaat ur widget, klikit war an arlun   e korn uhelañ an tu dehou. El lañser-mañ e c'hallit ivez dilec'hiañ ar widget en ur zibab unan eus ar gemennadennoù Dilec'hiañ da....
  • Evit ouzhpennañ ur widget, klikit war   e korn a-zehoù traoñ ha klikit war ur bloc'h evit e ouzhpennañ d'an daveenn.
  • Evit ouzhpennañ ur bann, klikit war   e korn a-zehoù traoñ ha dibabit Ouzhpennañ ur bann. Diskouezet e vez ar bann nevez a-zehou d'ar penel. Gallout a rit dilec'hiañ ar widgetoù warnañ pe lemel anezho ma'z eo goullo en ur glikañ war   e korn uhelañ an tu dehou.