Alc'hwezioù PGP

Alc'hwezioù PGP a aotre ar c'hevredidi da wareziñ o eskemmoù posteloù.

Evit implijout an enrinegañ PGP e rank ar c'haser hag ar resever kaout ur c'houblad alc'hwezioù PGP :

  • unan foran, a rankont kemenn d'e gelennerien
  • unan prevez, hag a dleont mirout gant evezh

PGP a implij un enrinegañ direizh gant ur c'houblad alc'hwezioù. Mard eo bet enrineget ur gemennadenn gant unan eus an alc'hwezioù eo ret implijout alc'hwez all ar c'houblad evit he diziframmañ.

  • ma vez implijet alc'hwez foran ar resever gant ar c'haser e rank an hini diwezhañ implijout e alc'hwez prevez evit lenn ar gemennadenn (enrineget eo ar gemennadenn )
  • ma implij ar c'haser e alc'hwez prevez e-unan e rank ar resever implijout alc'hwez prevez ar c'haser evit lenn ar gemennadenn (ar gemennadenn a zo sinet)
  • evit ur surentez uhelañ e c'hall ar c'haser enrinegañ ha sinañ ar gemennadenn, dre implijout e alc'hwez prevez hag alc'hwez foran ar resever

Mailo a ginnig un doare aes da arverañ PGP, koulz evit an enrinegañ hag evit sinadur ar c'hemennadennoù.


Pep implijer a zalc'h ur c'heflusker PGP, savet diwar e c'houbladoù alc'hwezioù e-unan hag alc'hwezioù foran e gevelerien.


Evit sevel ur c'houblad alc'hwezioù PGP e ranker kinnig :

  • ur chomlec'h postel
  • un identelezh (da skouer an anvioù-bihan hag anvioù-familh), a zeuio war wel en alc'hwezioù foran a vo kemennadennet d'ar c'hevredidi

Evit kreñvaat diogelroez ar c'houblad alc'hwezioù krouet e c'haller ivez merkañ :

  • ur frazenn-tremen, a vo goulennet bep tro ma vo arveret an alc'hwez prevez (evit sinañ ur gemennadenn kaset pe evit dirinegañ ur gemennadenn resevet)
  • ar prantad talvoudegezh evit ar c'houblad alc'hwezioù; goude ar prantad-mañ ne c'haller ket mui implijout an alc'hwezioù evit kemennadennoù nevez ha ret eo sevel reoù nevez

Diwallit ! Ma ankounac'hait ho frazenn-tremen, ne c'hallit ket implijout ho alc'hwez PGP. Mailo ne vir ket ar frazenn-tremen, n'en deus ket tu d'he c'havout ha n'hall ket he adderaouekaat kennebeut.