Kas posteloù PGP

Gant Mailoe c'hallit dibab evit pep postel kaset ganeoc'h hag-eñ e fell deoc'h enrinegañ ha/pe sinañ anezhañ gant PGP.

Evit implijout PGP pa vez kaset ur postel, n'eus nemet lakaat an dibarzh enrinegañ PGP pa vez skrivet ar postel.

Implijout PGP a aotre :

  • enrinegañ ar gemennadenn
    Enrinegañ ur gemennadenn a warant d'ar c'haser ne c'hallo nemet ar reseverien diziframmañ ha lenn ar gemennadenn hag he stagadennoù a c'hallfe bezañ.
    Evit enrinegañ ur gemennadenn e ranker kaout gant ar c'haser alc'hwez PGP foran pep degemerer eus ar gemennadenn.
    Evit diziframmañ ha lenn ar gemennadenn e implij pep resever e alc'hwez PGP prevez.
  • sinadur ar gemennadenn |
    Sinañ ur gemennadenn a warant identelezh ar c'haser d'ar reseverien.
    Evit sinañ ur gemennadenn e rank ar c'haser implijout e alc'hwez PGP prevez.
    Evit kadarnaat sinadur ar gemennadenn e rank ar reseverien kaout alc'hwez foran ar c'haser, en deus he c'haset en a-raok.

Bep tro ma kasit ur postel e c'hallit ouzhpennañ hoc'h alc'hwez foran hoc'h-unan. Pouezus eo e vefe gant ho kemennerien hoc'h alc'hwez foran, rak ezhomm o deus eus an alc'hwez-se evit enrinegañ ar posteloù a gasont deoc'h. Ho alc'hwez foran a warant ivez d'ho kemennadennoù hoc'h eus sinet ar gemennadenn PGP e gwirionez.