Arveriad IMAP4/POP3

Mailo a c'hall bezañ mont e darempred gant ne vern pe arveriad postel (evel Thunderbird, Outlook Express, Outlook, Eudora...) hag a skor unan eus ar c'homenadoù-mañ :

  • IMAP4
  • POP3

IMAP4 protokol

Gant ar c'homenad IMAP4 e c'hall ar c'hlient postel mont e darempred gant ar c'hemennadennoù enrollet war ar servijer, er voest degemer hag en holl renkelloù posteloù. Dilemel pe dilec'hiañ ur gemennadenn gant ar c'hlient postel a ra ar c'hemm war-eeun war an dafariad. Ne vez ket eilet ar c'hemennadennoù ha ne vir ket ar c'hlient postel un eiladenn lec'hel.

Enrollet e vez ar posteloù kaset gant ar c'hlient posteloù e-barzh ar voest-postel war ar servijer. Chom a ra ar voest-postel war an dafariad ar poent dave ennañ ar c'hemennadennoù.

Ar c'homenad IMAP4 a zo dereat penn-da-benn evit implijout ar reizhiad posteloù diwar meur a ardivink (urzhiataerioù pe pellgomzerioù).

POP3 protokol

Gant ar c'homenad POP3 e pellgarg ar c'hlient posteloù an holl bosteloù bet resevet er voest degemer hag e vir un eiladenn lec'hel. Hervez e gefluniadur e c'hall ar meziant kemennadennoù dilemel pe mirout ar posteloù war ar servijer.

Enrollet e vez ar posteloù kaset gant ar c'hlient posteloù lec'hel war an termenell.

Ne sinkronisa ket ar c'hlient posteloù teuliadoù posteloù all eget ar voest degemer.

N'eo ket dereat ar c'homenad POP3 evit mont d'ar reizhiad posteloù diwar meur a ardivink (urzhiataerioù pe pellgomzerioù).

Kefluniadur ur gont Mailo

Ar bajenn <?php print((($_t=ea_txtdyn($GLOBALS['s_ea'],10,'^synchronization'))?$GLOBALS['o_txtdyn'][array_key_first($GLOBALS['o_txtdyn']=(isset($GLOBALS['o_txtdyn'])?array_merge($_t,$GLOBALS['o_txtdyn']):$_t))]:''))?> a c'haller tizhout diwar al lañser Dibarzhioù a erspiz an holl arventennoù da implijout en ur c'hlient postel evit kefluniañ ur gont IMAP4 pe POP3.