Postel erbedetOuzhpennañ a ra ar postel enrollet daou elfenn d'ar postel skoueriek : diogelroez ha resev lenn. Evit kas ur postel enrollet, skrivit ho postel evel kustum. Gallout a rit ouzhpennañ ur ger-tremen dezhañ. Pa gasit ar gemennadenn e vez enrollet an hini-mañ war ar reizhiad lec'hel. N'eus nemet ur gemennadenn dre bostel a vez kaset d'an degemererien, gant un URL evit mont d'ar gemennadenn. Pa resev ar reseverien ar gemennadenn dre bostel, n'o deus nemet klikañ war al liamm roet evit gwelet ho kemennadenn. Mard hoc'h eus gwarezet ar postel enrollet gant ur ger-tremen e vo goulennet a-raok ma vo diskouezet ho kemennadenn. Ret e vo deoc'h kemenn ar ger-tremen-mañ d'ar reseverien, dre bellgomz da skouer.
Enrollet e vez ar posteloù enrollet e teuliad ar c'hemennadennoù "Erbedet". Hizivaet e vez ar c'hemennadennoù ent emgefre gant an deiziad hag an eur ma vez lennet gant ar reseverien. Dilemel ur gemennadenn eus an teuliad-mañ ne vo ket tizhet gant ho kemennadennoù. |