Mailo a ro tu deoc'h ivez da ouzhpennañ restroù evel liammoù e-lec'h o c'has gant ar gemennadenn.
Resev a raio an degemererien gant ho kemennadenn ul liamm a aotreo anezho da bellgargañ ar restroù. Talvoudus e chomo al liamm-mañ e-pad 30 devezh.
Ment brasañ ar restroù kaset evel liammoù eo 500 Mo, ha zoken 1 Go gant Mailo Premium.
Gounidoù :
- Ne vez ket leuniet boest lizhiri ar reseverien.
- Ne vo ket nac'het ho kemennadenn abalamour d'he vent.
- Ne vez ket leuniet ho poest-postel abalamour d'ho kemennadennoù kaset.