Ur wech dibabet ur gemennadenn da lenn er banell rakwelet e c'hallit diskouez he fennad, he lenn war ar bajenn a-bezh (hep roll ar c'hemennadennoù) pe he lenn en ur prenestr nevez. Gallout a rit ivez dibab diskouez ar banell rakwelet dindan roll ar c'hemennadennoù pe a-zehou dezhañ.
Gant an afell
e korn uhelañ an tu dehou eus ar banell rakwelet e c'hallit moullañ ar gemennadenn.
Gant ar boutonoù lec'hiet a-us d'ar roll kemennadennoù e c'hallit :
- respont d'ar c'haser pe d'ar c'haser ha d'an holl reseverien ;
- kas ar gemennadenn da gevelerien all ;
- dilemel ar c'hemennad ;
- renkañ ar gemennadenn en un teuliad ;
- merkañ ar c'hemennad evel lennet pe anlennet ;
- ouzhpennit ar c'haser pe ar reseverien all en ho teuliad chomlec'hioù ;
- ouzhpennañ ar c'haser pe ar reseverien all da roll ar c'haserien anavezet (ma fell deoc'h lemel ur chomlec'h diouzh ar roll-mañ, dibabit an ivinell Kaserien anavezet en elfenn el lañser Dibarzhioù) ;
- ouzhpennit ar c'haser pe ar reseverien all da roll ar c'haserien stanket (ma fell deoc'h lemel ur chomlec'h diouzh ar roll-mañ, dibabit an ivinell Kaserien berzet en elfenn el lañser Dibarzhioù).
Ar memes boutonoù a c'haller kaout pa vez lennet ur gemennadenn war ar bajenn a-bezh.
Evit renkañ ho kemennadennoù en un doare aes e c'hallit ivez o dibab ha renkañ anezho dre riklañ ha leuskel war-du ur renkell er meni.