Boest degemer

Diskouezet e vez roll ar c'hemennadennoù hoc'h eus resevet pa glikit war  Boest degemer.

Evit ma vo diskouezet roll ar c'hemennadennoù e-pad ma vez lennet ur gemennadenn resis e c'hallit implijout ur banell rakwelet a-zehou pe dindan ar roll. Klikit war pe ha riklañ anezho evit kemmañ lec'hiadur ha ment ar banell-mañ.

Ar roll kemennadennoù a c'hall bezañ renket hervez pep bann. Klikit war penn ur bann evit renkañ hervez endalc'had ar bann-mañ, ha klikit en-dro evit distreiñ an urzh renkañ. Un arlun pe e-kichen titl ar bann a verk an doare renkañ bremanel. Gallout a rit dibab an doare renkañ dre ziouer en ho penndibaboù posteloù, a c'haller kavout el lañser Dibarzhioù.

Gallout a rit lenn ur gemennadenn resis en ur glikañ warnañ : diskouezet e vo er banell rakwelet. Gant ur c'hlik div wech e vo diskouezet war ar bajenn a-bezh.

Gant an afell er c'horn a-zehoù uhelañ e vez digoret ul lañser a aotre ac'hanoc'h da gemm an doare ma vez diskouezet ar gemennadenn, da bellgargañ anezhi evel ur restr testenn pe .eml, pe da ziskouez an talbenn klok.

Ma 'z eus ur gemennadenn stag pe meur a hini e vezont merket er roll gant an arouezenn . Er bajenn ma vez diskouezet ar gemennadenn e vez diskouezet roll ar stagadennoù en talbenn. Klikit war anv ur stagadenn evit e zigeriñ pe e bellgargañ, diouzh e seurt ha diouzh ho merdeer. Gant ar bouton e vez digoret ul lañser a aotre ac'hanoc'h da bellgargañ an holl stagadennoù war un dro, da ziskouez anezho er gemennadenn, pe da enrollañ anezho en ho teulioù.

Merket eo ur gemennadenn prim gant an arouezenn e roll ar c'hemennadennoù.

Implijet e vez ar piktogrammoù da-heul evit diskouez stad ur gemennadenn :

  • evit ur gemennadenn nevez ;
  • evit ur gemennadenn hoc'h eus lennet dija ;
  • evit ur gemennadenn hoc'h eus respontet dezhañ ;
  • evit an eiladenn eus ur gemennadenn hoc'h eus skrivet, met n'eo ket bet kaset ;
  • evit an eiladenn eus ur gemennadenn hoc'h eus skrivet ha kaset.