Mailo a ginnig un etrefas gwellaet evit ar pellgomzerioù hezoug.
Pa vez kennasket ur pellgomzer hezoug ouzh ar servij e vez detektet ent emgefre gant Mailo ar seurt termenell hag e vez diskouezet an etrefas dereat.
Ma ne vez ket detektet ar seurt termenell gant ar servij e c'hall an implijer klikañ war al liamm Pellgomzer hezoug war ar bajenn gwiriekaat Mailo evit dibab an etrefas-mañ.
En etrefas ar pellgomzer hezoug ez eus ul lañser pennañ, hag ivez pajennoù skañv ha simpl.
An darn vrasañ eus an arc'hwelioù a c'haller kaout en etrefas-mañ.