Gant ar postel web e vez roet mont e darempred gant holl servijoù Mailo diouzh n'eus forzh peseurt merdeer web (Firefox, Edge, Safari, Chrome, Opera...).
Daou ginnig disheñvel a c'haller kaout :
Kinnig evel un arload (web2)
Ar c'hinnig skramm-mañ a implij teknologiezhioù web2 (AJAX) a aotre un implij aes eus ar postel web : admentañ ar c'hevandiroù skramm, berradennoù klavier |...
Kinnig evel pajennoù web (web1)
Diskouez a ra ar c'hinnig-mañ pajennoù a vez merdeet evel ma vez graet gant al lec'hiennoù peurliesañ. An darn vrasañ eus ar skramm a vez implijet evit diskouez ho kemennadennoù. Erbedet eo evit ar c'hennaskoù gorrek hag an urzhiataerioù kozh.