Hiziv an deiz e c'hall pep hini kaout ezhomm eus ur chomlec'h postel, ha dre-se eus ur servij postel, evit gellout kemennañ.
Koulskoude n'eo ket aes implijout ur servij postel evit tud zo en diaesterioù :
- Kemplezh eo servijoù postel zo ha meur a elfenn eilrenk a c'hell lakaat an elfennoù diazez da vezañ diaes da implijout pe lakaat un den en diaesterioù da vezañ diaes.
- Arc'hwelioù zo a c'hall bezañ gweredekaet pe diweredekaet dre ziouer, ar pezh a c'hallfe kemmañ ar servij ha distrujañ un den en arvar.
Mailo a ginnig ur servij a c'hall bezañ azasaet a-ratozh evit pep hini en diaesterioù.
Er pennadoù da heul e vo anvet gwazour an hini a sikour an den en diaes.
Evit implijout an elfenn mont e-barzh dindan gwarez kinniget gant Mailoe rank ar gwazour heuliañ an argerzh-mañ :
- Ar gwazour a grou ur gont normal Mailo, en ur lakaat evel-se e plas an den en diaes. Chomlec'h postel ar gont krouet eo an hini a vo implijet gant an den en diaesterioù. Ret eo d'ar profil bezañ hini an den en diaesterioù. Koulskoude e rank ar ger-tremen dibabet bezañ miret kuzh gant evezh gant ar gwazour. Ar gwazour eo perc'henn lezennel ar gont e ster Termenoù implij eus Mailo.
- Er gont Mailo krouet evit an den dindan gwarez e kemer ar gwazour ur goumanant Premium.
- Er gont Mailo krouet evit an den dindan gwarez e vez kefluniet an tremen dindan gwarez gant ar gwazour. Graet eo er bajenn-mañ : Dibarzhioù > Ho kont > Mont e-barzh dindan gwarez
- Ar gwazour a zibab ar ger-tremen a vo implijet gant an den en diaesterioù evit mont e-barzh dindan gwarez.
- Ar gwazour a c'hall merkañ e anv, e chomlec'h postel personel hag e niverenn bellgomz, a vo diskouezet pa vo an den diaes o klask sikour en etrefas.
- Ar gwazour a zibab resis peseurt perzhioù a gavo an den dindan gwarez en etrefas azasaet evitañ. Evit an darn vrasañ eus an elfennoù e c'haller mirout ouzh an den dindan evezh da ouzhpennañ, da gemmañ pe da ziverkañ roadennoù. Gant-se e c'haller gweredekaat al levr chomlec'hioù da skouer en ur vezañ sur ne vo ket kemmet pe dilamet an darempredoù gant an den dindan gwarez dre fazi.
- Ar gwazour a c'hall termeniñ ar chomlec'h IP pe ar rummad chomlec'hioù IP a vo implijet gant an den en diaesterioù evit mont e-barzh dindan gwarez, da skouer chomlec'h IP fiziet e di pe e di retred. Memes ma ro an den dindan evezh e ger-tremen dre ziouer, ne c'hallo ket un den drouk implijout anezhañ evit kevreañ diwar ur chomlec'h IP all.
- Ar gwazour a c'hall krouiñ ur sined war urzhiataer, tabletenn pe pellgomzer an den en diaes, evit ma c'hallo mont war-eeun da www.mailo.com.
- Ar gwazour a ro d'an den dindan gwarez an titouroù a rankont kaout evit en em enskrivañ : o chomlec'h postel ha ger-tremen an tremen dindan gwarez. Ar gwazour a c'hall ivez enrollañ an titouroù-se war merdeer an den dindan gwarez evit ma ne vo nemet klikañ war ar bouton evit kevreañ.
- Ar gwazour a c'hall staliañ an arload Mailo war pellgomzer pe tabletenn an den dindan gwarez ha kefluniañ anezhañ gant an tremen dindan gwarez.
An darn vrasañ eus arc'hwelioù an etrefas a c'hall bezañ gweredekaet pe diweredekaet, marteze en ur mod lenn hepken. Dreist-holl :
- Taolenn-stur
- Postel
- Karned chomlec'hioù
- Pladenn virtuel
- Deiziataer
- Trevelloù
- Kounadurioù
- Flapañ
- Notennoù
- Dalc'herioù-soñj
- Alc'hwezer
- Sinedoù
- Gwazh RSS
- Dibarzhioù
- Klask war internet
- Rannadurioù
Mailo a zo emskiant eus spesadelezh pep hini en diaesterioù ha kemplezhded ezhommoù pep hini. Abalamour da se emañ Mailo o selaou ho evezhiadennoù hag ho kinnigoù evit gwellaat an doareoù da vont dindan gwarez, koulz evit ar gwarezourien hag evit an dud en diaes.