SinkronelaatGant ar sinkronelaat e c'hall ar meziantoù hag an arloadoù staliet war un urzhiataer, ur pellgomzer pe ur tabletenn mont e darempred gant roadennoù ho kont Mailo : postel, pladenn virtuel, karned chomlec'hioù, deiziataer. N'eus protokol hollek ebet a aotre sinkronelaat an holl seurtoù roadennoù. Meur a brotokol a zo asambles ha pep termenell a skor unan pe meur a hini anezho. Mailo a skor ar c'homenadoù sinkronelaat pennañ, a aotre ac'hanoc'h da vont d'ho roadennoù Mailo diwar an darn vrasañ eus ar meziantoù hag arloadoù zo anezho dija. Evit muioc'h a surentez e c'hallit diweredekaat ar c'homenadoù na implijit ket, ar pezh a stanko kement klask mont e-barzh. Gallout a rit ivez implijout gerioù-tremen an arloadoù e-lec'h ger-tremen ho kont Mailo, evit kontrolliñ implij ar c'homenadoù-mañ.
|