Gant ar gerioù-tremen arloadoù e c'hellit suraat ha kontrollañ ar moned da roadennoù ho kont dre sinkronelaat. Evit pep sinkroneladur a gefluniit en ur c'hlient pe en un arload e c'hallit krouiñ hag implijout ur ger-tremen resis.
Pa vez ezhomm eus ur ger-tremen nevez evit an arload, merkit e peseurt meziant pe arload emaoc'h o vont da implijout anezhañ. Ma ne implijit ket mui ur ger-tremen un arload pe ma soñjit e c'hallfe bezañ bet gwallet, dilamit anezhañ evit diweredekaat an tremen d'ho roadennoù.
Ar gerioù-tremen arloadoù zo ganet emgefreek gant Mailo ha ne c'hellont ket bezañ dibabet na diskwelet a-nevez.