Ger-tremenGallout a rit cheñch ger-tremen ho kont Mailo en ur zibab Surentez el lañser Rankout a ra ho ker-tremen bezañ dibabet gant aket evit gwarantiñ surentez ho kont Mailo. Erbedet eo dreist-holl evitañ :
Erbediñ a ra Mailo ober gant ur ger-tremen ennañ 8 arouezenn da nebeutañ, o kenstrollañ sifroù, lizherennoù bras ha bihan hag arouezennoù arbennik. Mirit al lizherennoù bras ha bihan en ho ker-tremen. C'hwi hepken a zlefe gouzout ho ker-tremen ha ne zlefec'h ket e reiñ da zen ebet, siwazh. Dreist-holl, arabat respont d'ar c'hemennadennoù spam o c'houlenn ho ker-tremen diganeoc'h, forzh peseurt abeg a vo meneget. Aliet e vez deoc'h cheñch ho ker-tremen ingal, ha dreist-holl kerkent ha ma soñjit e c'hallfe bezañ bet gwallet. |